ober. Bez e deuz he vertuziou-hi hag he zechou fall-hi. En em ziskouez a ra hi he-unan e pep tro. Dispar eo. Hag, o veza ma’z eo dispar, ez eo kaer, kre, braz e kemend a ra.
Enn eur vro, eur spered all a deu atao da veza eur spered fall. Da genta, eunn dra anat eo e vez eazoc’h kemeret eur pleg fall eget unan mad. Mez gwazoc’h a zo c’hoaz : eur pez hag a zo mad gant ann eil bobl a deu peurliesa da veza fall gant eben. Dre gemeret skouer dioc’h eur bobl gae a spered, eur bobl all trist a spered na deuio kalz a weachou da netra nemet da veza diot hag iskiz. Rak-se, n’euz netra falloc’h enn eur vro eget ar spered a henveledigez. Gant ar spered-ze e teu, hep mank ebed, n’euz fors pe vro da veza ken dishenvel diout-hi he-unan ha ma ’z eo ar marmouz diouz ann den, ann Diaoul dioc’h Doue.
Ar wirionez-ze zo anavezet a bell zo. Mez ar gwirioneziou koz a zo c’hoaz ar re wella.
Enn he skrijou, enn he Lizeradur eo dreist-holl ec’h en em ziskouez tro-spered eur vro. Gant he skrijou eo ivez e kas eur vro bennak he zro-spered d’ar broiou all. Hag, abalamour d’ar pez a leverenn eunn tamm araok, eul lizeradur ha n’eo ket great hervez tro-spered eur vro ne c’hall nemet ober drouk d’ezhi. E fesoun, me gred e vezinn tostoc’h d’ar wirionez eget d’ar gaou enn eur lavaret ne vez tennet, deuz ar