Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Bezomp ni hon-unan, 1903.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Spered ar Vro




Bezomp « ni hon-unan »


————


Den werden bag min pandehvœlv,
som goer, at jeg er ingen anden,
end mig, saa lidt som Gud er Fanden !

Ar bed ebarz em fenn, pehini a ra n’ounn
ket eunn all, egiz Doue n’eo ket ann Diaoul !
(Henrik Ibsen, Peer Gynt).


N’euz ket pell amzer e oe brud euz ar brezounek. E gazetennou ar vro e oe bransellet, eur weach c’hoaz, Iez koz hon Tadou egiz eur banniel gant meur a Fidèle Abonné hag a Groupe de lecteurs assidus pere a guzaz dioc’h-tu da c’houde evel ma ra ar merkerien war eur poligogn er poent ma ’z eer da zigeri ann tan. E gazetennou a-ziaveaz e savaz ivez eunn nebeut moueziou : unan anezho, m’em euz sonj, a ziskuliaz d’ar Fransizien ann dra souezuz meurbed-ma : penaoz « er goeled euz a Vreiz, e billachou bennag, eunn nebeudik anezho, e veze c’hoaz komzet eur iez pehini… etc. » [1]. Mez petra eo c’houec’h kant komunenn e-skoaz d’eur frazenn gaer ?!

Ar re-ze, me gav d’in, — me fell d’in da lavaret ar

  1. « Le Breton » gant ann Ao. André Beaunier (Figaro, 27 a viz Du 1902).