Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
96
FANT
Ya sur, kement-se ’c’hall beza.
DEL
Ken e raio d’in chom em sav.
N’out ket aviz e ven kempenn,
ganin dilhad sul ha koef gwenn ?
FANT
Eur gwaz a dro ’vel eur wiblenn ;
biskoaz loudourenn ne zalc’h den.
DEL
Neuze pa soñjan, me ’gav gwell
e welfe ganin va sae c’houel,
’n hini a wiskin, plac’h nevez.
da bardon ar Folgoad ha da zeiz ar barrez.
FANT
’Vel-se sur e ouezo anat
ez out eur verc’h a diegez mat.
Ha pa ve eur roue anezañ,
eur gwaz ’zo mui a lorc’h ennañ
gant eur wreg hag he deus, eget pa n’he deus tra.
DEL
Nag a skiant-vat ac’h eus, Fant kaez !
Ar fura out e gwirionez.
Me ’ya bremañ d’en em gempenn
gant aon na zihunfe souden.
Mont a ra er gambr e-kichen evit en em wiska.