Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/91

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
92


FANT
Daoust ha ne ve ket aes ez kwele-te ?
Se ’zo eur plas din evit eur mab roue.

DEL
Ya, eno e vo ar gwella.

FANT
Koant eo, da vignon.

DEL
O ya da !

FANT
Koant ’oa va hini-me ivez,
eur genou d’ezañ ruz-kerez…
Pegen koant ’oa-heñ, pegen koant,
eur pikol toull ruz ’kreiz e ziouabrant !


DIWEZ AN ARVEST II