Mont d’an endalc’had

Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/90

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
91

Ha me ’oa aes, ya, aes-meurbet,
’vel pa ven bet en eun arched.
Sellout a ra piz ouz Lan.
Kousket-mik eo. D’it ez eo bec’h.

DEL
Ket ! ’Elato, gourt eo va brec’h.

FANT
Hag heñ n’eo ket aes kennebeut.
Pa zihuno ’n em gavo reut.
Lec’h all e ve aesoc’h hep gaou.

DEL
P’lec’h e lakaat ?

FANT
Moarvat er c’hraou ?

DEL
O, evit eur mab roue, ne ve ket dereat.
Gwelloc’h ’vo, me ’gav d’in, war-laez er solier.

FANT
Penaos e sevel dre ar skalier ?

DEL
Brao ’ve sur e gwele va zad ;
mes pa zeuy d’ar gêr, ne gavo ket mat.