DEL
Da genta e vo fachet-krenn,
pa na gar an estrañjourien.
Mes eus an dud vunut ne ra nep stad.
Te a laro d’az tad ober
eur goulenn skrivet war baper ;
ha va zad ’vo ennañ fouge
pa ’n devo lizer kachedet digant ar roue.
LAN, d’ezañ e-unan.
D’ar vro n’in ket ken, re fall eo an dud.
Mez ’ve d’am gwreg gant ar wall vrud.
D’an Inizi ez in evel meur a hini…
Divrec’h vat am eus da gregi enni…
Da Zel
Pa zeuio da dad, outañ e komzi.
DEL
D’ho heulia da bell ez oun prest.
Me ’vo da vatez ha c’houi ’vo va mestr.
M’ho servij o fidel bepred,
ha m’ez karo parfet.
LAN
Plac’h vadelezus, gwir ael a druez,
te ’vo an heol a-us d’am buhez.
O pegen start e labourin
diwar vremañ !
Ha bep noz, skuiz-bras pa zeuin,
va fenn harp ouzit e kouskin,
en doare-mañ…
Lakaat a ra e benn war askre Del.
Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/88
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
89