LAN, souezet.
Bez’ ez eus evel-se damant
d’ar gwalleürusa dindan ar firmamant ?
Uhel da Zel.
Na petra ’lerez-te ? Siouaz !
Den eus va stad n’ez pe da waz !
DEL
Eus ho renk sur ne deus nikun ;
me avat ’zo nobl a lignez.
Floc’h gant ar c’hont ’oa va zad-kuñv ;
va zad ’zo fablig er barrez.
Me, da genta, ’zo pennhêrez,
ma ’z eus ouz va broz c’houec’h galoñs,
ar muia eus an holl ganton.
Eur boezellad skoedou ’zo d’in,
ivez eur c’houfrad lien fin,
nompas lien kanab mes lin.
Eun euriou ’m eus c’hoaz, kaer-kenañ,
lizerennou moulet ennañ.
Botou ’m eus c’hoaz, ler nompas koad,
evit mont da bardon Itron Varia Folgoad.
N’em eus ouspenn se
tra da ofr d’it-te,
nemet va c’halon ha va amitie.
LAN, d’ezañ e-unan.
Pa zeu ’n eurvad en eur c’hoarzin,
ha m’hen lezo mont e-biou d’in ?
Uhel da Zel.
Mes, daoust ha kontant ’vo da dad ?
Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/87
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
88