Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
85
DEL
Ganit kant lakez gwisket ruz penn-benn ?
LAN
Gwir eo… Kant soudard gwisket ruz ganen…
Kant ha me ’gav d’in c’hoaz ouspenn…
DEL, goude beza termet pell amzer.
D’ober petra out deuet er vro ?
LAN
En oad ’oan. Me ’zo bet gwasket,
ha war eul lestr-mor ambarket.
Ha pa ’z omp aet kuit eus ar porz,
eus va menoz ne voe graet forz.
DEL
Senti ’oa ret d’it. Ar rouanez,
am eus klevet, a zo tud diaes.
Lan, chifet da genta, a ra ya gant madelez.
Del a chom c’hoaz eur pennad mat a amzer o termal, hag erfin a lavar, mouget he mouez gant an anken.
Lakaomp e kavfes… dre chañs…
eur plac’h en he brud en da gonvenañs ?
LAN
Mar be-hi intentet ha fur,
ne ven ket enep evit sur,
hag e rafen a galon vat,
evel kement paotr pa vezont en oad.