Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
78
DEL
Ar c’henta ? Me hen gwel, te ’zo den a noblañs.
Ha, me ’zo sur, en eur maner,
pe war ar blasenn-vras e kêr,
en eun ti glas hoc’h eus ho temeurañs.
Pe ano ’c’h eus ?
LAN
Lan a vez graet ac’hanoun-me.
Mes ouz va envel er c’hiz-se,
n’int ket kalz, ’met va mamm e ve.
Yann-al-Laou am galv ar wazed,
ha Yann-ar-Pilhou ar merc’hed.
’Vel a welez, daou lesano d’in.
DEL
Setu lesanoiou iskis !
Mes, goude holl, kant bro, kant giz.
Me, ’vel ’ra da vamm ez anvin.
Eur vras a itron eo hounnez ?
LAN
Eun itron vras e gwirionez.
Ken bras evel ar c’honestabl,
ar vrasa tout eo-hi, kredapl.
DEL
Eus he mab, sur, he deus soursi ?
LAN
Heu… Aferiou all ’zo d’ezi.
DEL
Ya, kalz ez eus d’ober en ti ?