Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
62
MON
Me ’laro : va mestr-me n’eo ket bet eus ar gêr.
SEZNI
Mat. Kae bremañ, pa ’z eo amzer.
MON
Ha gwall bell e chomin er-maez ?
SEZNI
N’ou’n dare. Mes ne ve ket souez.
MON
Neuze me ’gas va fateriou
ma vo d’in berroc’h an inou.
Kregi a ra en he chapeled war an daol hag ez a kuit.
DEL, a zeu tre.
Kuzet eo tout. N’ho pet aon, va zad ker.
Ar valtouterien o devo c’hoari kaer.
Ha c’houi ’po, a-barz ma kouskot,
eur skudellad a laez ribod ?
SEZNI, gant eur vouez kreñv.
Laez n’em bo. Gwin ne laran ket.
DEL
Penaos, va zad ? Ar gwin ’dorr ar c’housked.
SEZNI, en eur vousc’hoarzin a-zindan.
Nebeut a zalc’h dihun ; kalz a laka mezo.
Eun nebeut gwin, va merc’h, eo am bezo.
Ha c’hoaz a vara eun tammig,
hag ivez eur pez mat a gig.