Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
60
Ya gast, mat eo hennez !
C’hoaz bennoz Doue d’it, Sezni.
Kregi a ra en e vousked.
Hopla. Bremañ n’eo ket c’hoari.
Kuzulik.
Da gi, sell, ’zo eur brao a gi ;
koulskoude ne ve ket kempenn,
sounnet e lost e-kreiz e benn !
Hag ez a kuit.
SEZNI, da Zel.
Merc’hig, kas ar butun en-dro.
Kentoc’h, kuz anezañ dindan ar bern kolo.
C’houez a valtouterien ’zo tro-war-dro.
Del a gas ar butun war-laez.
Mon, poent eo.
MON, en eur sevel.
Mont a ran.
Goude beza kroget en eul letern ez a da vont kuit.
SEZNI
Gortoz.
Kalz a evez ’z eus da lakat henoz,
pa ’z eus, a-berz ar roue, eur stard a c’hourc’hemenn.
MON
A-berz ar Roue a zalc’h dibid war ar blasenn ?
SEZNI
Nann. A-berz ar roue bras, ’zo о chom e Paris,
Hag a zo mestr war an holl Baganiz.