Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
56
AR GEDER
Petra ’ta ! Er gwele ?
SEZNI
Te eo, Maze ? Ahou !
AR GEDER
Penaos ? Klañv out ?
SEZNI
I… a… gant an urlou.
Just goude koan oun bet paket. Ahou !
Brec’h na gar n’hellan sevel tamm.
AR GEDER
An amzer ’zo kaoz p’he deus graet al lamm.
Warc’hoaz e kasin d’it Fanch ar spazer :
enep an urlou hennez ’oar eur ger.
SEZNI
’Dalv ket ar boan ! Warc’hoaz e vin pare…
pa vo ’n amzer brao adarre.
AR GEDER
’Vel-se fenoz, n’i ket da vezina ?
Te ’oar, difennet eo bremañ ?
SEZNI
M’hen goar. Dioustu e vo difennet mont er-maez.
Neuze, ged-mor a zo henoz ?
AR GEDER
’Vel e welez.
Gant ar sindig omp bet galvet souden ;