Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
55
MON
War ar mor n’em eus tra gwelet.
Hogen ken teñval eo an noz,
na weler mui eget eur c’hoz.
SEZNI
Dare eo tout ?
MON
Ya, evel boaz.
Hag ez a d’he flas en oaled.
DEL
Te ’rank sevel abred warc’hoaz
’vit cheñch о gouzer d’al loened.
Kae d’ar gwele.
MON
Me ne din ket.
Ar Geder-Mor a zeu tre, gantañ eur mousked.
AR GEDER, bec’h d’ezañ serri an nor.
Gant an Diaoul !
Dont a ra e-barz.
Noz vat d’eoc’h, ar merc’hed.
’N Aotrou Doue d’ho terc’hel e yec’hed.
’N hini koz n’emañ ket ?
SEZNI, gant eur vouez klemmus.
Piou ’zo aze ?