Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
25
SEZNI
Eun ober mat bennak ac’h eus graet ez puhez ?
TANGOU
Heu… me ’lar va fedenn bemdez…
ha bep sul ez an d’ar barrez…
SEZNI
D’eur c’hristen se ’zo e zever anat.
Ober vad n’eo ket holl ; ret eo ober ar mad.
TANGOU
Me ’ro da gest ar veleien ;
me ’laosk bara d’ar beorien…
SEZNI
Abalamour ma ’z eo ar c’hiz
da veva an dud a iliz ;
ha pa laoskez eur c’hoz gwenneg,
e kav d’it ec’h eus laosket dek !
Panevet al lorc’h hag ar boaz,
peorien ha kloer ’yafe sur en noaz !
TANGOU, en eur c’hoarzin.
Gwir eo… Ma ne vemp endalc’het…
Mantret.
Ha n’em eus kempouez d’am pec’hed !
SEZNI, goude beza soñjet piz ha pell.
An den a lerez… Te ’poa roet sikour
d’ezañ da vont ’maez eus an dour ?
TANGOU
Ya sur. Doun eo ar mor aze.
Panevedoun en em veuze.