TANGOU
Koulskoude, Sezni, me ’m eus keuz…
Ya teruplamant aon am eus
na vervo an nouenn em penn
ma ’z in diremed d’an Ifern.
Rak pa soñjan, ’n aotrou person
’zo desket mat e pep feson.
SEZNI
Ar person ? Re yaouank eo c’hoaz,
pa n’eo memes hanter-kant vloaz !
N’eo ket eus ar barrez ouspenn…
Ne oar banne eus al Lezenn…
’n aotrou person a-raok, nebaon,
n’en dije graet ar seurt sarmon.
TANGOU
Te ’gred en dije laret er gador
e ve brao senti ouz Lezenn ar Mor ?
SEZNI
’Ket avat ! Mes eus an traou-se
Hennez d’ihana nep tro ne gomze !
TANGOU
Ar person nevez ’oar tout a zoare…
Lenn a rae war an Aviel
ma ’z eo merket ennañ an traou selestiel…
Hon oberiou, ’mezan, ’vo pouezet gant Doue,
ar re vat da genta, ar re fall da c’houde ;
n’eo ket gant eur c’hrog-pouez, kompren,
gant eur valañs avat, eur valañs diou bladenn
’vel ’z eus gant ar varc’hadourien.
Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/24
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
24