Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
23
SEZNI
Pe ’vit tra ?
TANGOU
N’ou’n perak.
Neuze, gantañ ’m eus darc’haouet…
Me ’oa droug ennoun, me ’m eus skoet…
N’em eus ket skoet start ’elato,
ma ’z eo bet ’n em gavet maro.
SEZNI
Kalz en em gav en doare-se
antronoz goude eur peñse…
TANGOU
Ar gwir ’oa ganin sur… Nemet
ouz va nesa, gaou am eus graet !
SEZNI
Da nesa ne deo ket, ’n hini deuet a bell vro !
TANGOU
’Gav d’it ? Me n’oun ket dinec’h ’elato.
Sellet em eus ouz an Daolenn :
spontusa poan ’zo evel-hen :
eur rod vras warni koñtellou
da zisparfoeltra ’r bouzellou
Kement-se, Sezni, a ra d’in tourmant.
Da vont da gofez ’m eus eur bras a c’hoant.
SEZNI
Chom ’ta. ’Vit ar pez a lerez,
nep hini ne da da gofez.