’N hini ’vez deuet e lestr war ar C’hi e peñse
’dle paea e zaspren. Se ’zo Lezenn ar Mor.
AN OFISER
N’eo ket hini ar Roue. Mes n’eus forz. Ha goude ?
SEZNI
Skoet em eus.
AN OFISER
Ha neuze ?
SEZNI
N’en deus finvet pelloc’h.
AN OFISER
Bo. — Me ’gav d’in ec’h eus klevet an ordrenañs,
embannet dec’h vintin. Formal eo an defañs
da c’houlenn nag arc’hant na tra digant nep den,
hag heñ eus ar vro-mañ, pe eus a vro estren.
SEZNI
Marteze ’m eus klevet ; ar soñj n’em eus ket ken.
Gant hoc’h ordrenañsou, na koant eur saladenn !
Ar pez laosket d’eur sul, d’ar sul all ’zo tennet ;
eun dra vrao er mintin, en noz ’zo difennet.
Ni avat etretant a rank da gaout hor boued,
pa ’z a, goude ’vel kent, daouzek real er skoed !
A, e-lec’h disfoeltra ’n amzer, noz evel deiz,
ken pell du-hont, en e vaner bras e Paris,
’kreiz e femelennou o c’hoari ar brelan,
e deurenn ouz an daol hag e gein ouz an tan,
ra zeuio ar roue bras, e tro ar goañv digor,
Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/107
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
108