a-barz pell, me ’gred hen larout, diwar da goust.
En eur ziskouez ar c’horf maro d’e dud.
Kasit-heñ kuit.
SEZNI
Aotrou, c’houi ’c’h eus komprenet fall.
Me ’m eus lazet an den ; ne laran netra all.
AN OFISER
Brao eo se ! D’ihana, setu aze frankiz !
Kement muntrer a ve mar rafent en da c’hiz,
meur a alkovad e-barz kêr
’c’hallfe mont da galafater.
D’ar Serjant.
An den kaez-mañ, ha c’houi e anavez ?
AR SERJANT
Sezni Falc’han eo-heñ, fablig eus ar barrez,
ha, — war am eus klevet, — nobl a lignez.
AN OFISER, da Sezni.
Neuze displeg d’in, den koz, hep distro,
ar c’hrim emaout o paouez anzao.
Raktal e spurmant Goulc’hen.
Piou eo hennez ?
SEZNI
Goulc’hen Vran eus Neizvran,
akordet d’am merc’h dre wir bromesa.
Deuet eo amañ ’n ho raok eur munudig hepken.
Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/105
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
106