Piou ’zo trec’h, te hen goar bremañ.
War-sao, va faotr, ha kerz ac’han.
Hag e taol Goulc’hen er-maez.
Goulc’hen kent ha tremenet an treuzou, a zastum eur vilienn hag a lamm war Lan.
GOULC’HEN, en eur skei en e benn da Lan.
Faez oun ; te avat, maro out !
LAN, a ya war e gil hag a gouez d’an douar dirak Del.
Bennoz Doue d’it, plac’h divlam,
ac’h eus va c’helennet, reuzeudik ac’hanoun,
da gaout resped d’in ha d’am mamm,
da ziskuiza va fenn war da galon,
ha c’hoaz da vervel, beuzet evit mat,
va ene en da zaoulagad.
Hag e kouez maro.
Del a chom dirak ar c’horf, azezet war ar bank-gwele, strafuilhet, abafet.
Goulc’hen a zo en tu all eus ar c’hoarilec’h.
Sezni a zeu tre, Mon ouz e heul.
SEZNI, da Von, en eur rei d’ezi eur gouriz ler.
Dal, Mon, kuz hemañ er bern raden sec’h.
Gwelout a ra Lan.
GOULC’HEN, en eur vont d’ezañ.
M’eus kavet hennez e gwele da verc’h.
Pajenn:Malmanche - Ar Baganiz, 1931.djvu/101
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
102