Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
10
TEPOD
Ne deus kas. Hennez ’zo maro
hep kroaz-nouenn nag oleo.
Arabat ez ay en hevelep plas
gant ar re ’zo marvet e stad a c’hras.
TOMAZ, en eur ziskouez ar vered.
Hennez ’zo douar hor re goz ;
mar da tud all sur e vo kroz.
AN TAVARNOUR
Anaon an dud a beñse
’zo ’n he sac’h, emezi. Ha c’houi ’gred kement-se ?
TOMAZ
Em feiz me ne gredan ket re.
N’eus ’met bili hervez doare.
AN TAVARNOUR
Eo sur. Bili n’int ken. (D’an Tepod) Te, petra ’gav d’it-te ?
TEPOD
Bili sur, netra all. Me ’gav d’in ’elato,
ar seurt traou-se eo gwell chom hep komz anezo.
AR SERJANT, a gri eus an diavaez.
Hola, tavarner !
AN TAVARNOUR
Setu, aotrou Serjant,
en ho servij amañ prezant.
Eur werennad win ho po-hu ?