Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
jeann d’arc.

riou en devez-se. « Divezatoc’h, emezho, p’on devezo bet sikour digant ar roue, ni a renevezo an emgann. — Nan, emezhi, n’eo ket divezatoc’h eo, hirio eo e c’hounezimp. » En despet d’he c’homzou, Dunois en doa lavaret dija d’an drompillou : « Sounit an ehan, » pa zavaz Jeann en he za sounn. Mont a reaz var ger Dunois, o c’hourc’hemen d’an drompillou choum eb soun, hag e lavaraz gant mouez eur prophet : « En han’ Doue, an Touriou a vezo d’eoch dizale ; bezit fizians. Pa veloc’h va banniel e kichen ar mogeriou, it var ar c’hastell, d’eoc’h e vezo. Brema, dibrit, hag evit ; red eo d’eoc’h en em gennerza. » Trec’het gant mouez ar verc’hez iaouank, gant ar fizians a bare skeduz var he zal, ar c’habitened a zentaz ; an ehan ne oue ket souned, dibri hag eva rejont.

Neuze evit diskouez e teu ar gounid digant Doue, Jeann en em dennaz en eur vinien da bedi, goude e savaz var he marc’h, e krogaz en he banniel hag e lavaraz d’eur marc’hek « sellit mad ouz lost va fanniel : pa ’z ai da steki ouz ar mogeriou, ar c’hastell a vezo d’eoc’h. » Ha Jeann a ieaz etouez an nebeut brezellerien a ioa choumet er stourmad, hag a zavaz he banniel huel. Prestik goude ar marc’hek a lavaraz : « Jeann ! ema stok ouz ar mogeriou. » Hi a griaz neuze : « Ar c’hastell a zo d’eoc’h ; it ebarz. »

P’o doa guelet Jeann o tistrei d’an emgann, ar vrezellerien a ioa diredet euz a bep leac’h ; ar re o doa kendalc’het da stourm, hanter-gousket betek neuze, a zaillaz gant eun nerz nevez var ar Zaozon. Oll a-unan e kargjont buan an douveziou, ha pa lavaraz Jeann : « Ar c’hastell a zo d’eoch, » ar c’hri-fors, ar c’hannerez, al lazerez a zirollaz. Ar Zaozon a zelle strafillet ouz ar Fransizien-ze a deue varnho goasoc’h eget biskoaz, mantret oant o velet