Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
he lizer d’ar zaozon.

de Boussac, de Culan, Lahir, Xaintraill, de Rais. Er penn araok e touget banniel Jeann ; pa oue eat an oll er meaz euz kear, ar veleien a ganaz ar Veni, Creator ; an oferen a oue lavaret da c’houde, ha Jeann a resevaz ar Gommunion zantel.

Penoaz n’en devije ket Doue skuillet he vennoz var an dud a ziblase gant kement a zevozion evit digeri brezel eneb laeroun ar vro ?

Goude m’oa bet lakeat e pen ar zoudarded, Jeann a oue guelloc’h c’hoaz da bedi an Aotrou Doue. Kovez a rea bemdez pe var dro ; dioc’h an noz e zea da bedi epad eun hanter-heur en eun iliz ; kommunia a rea diou veich ar zizun. Ne zeat ket en amzer-ze aliesoc’h eget diou veich ar zizun da gommunia. Er pen kenta euz amzer an Iliz, ar gristenien a gommunie beb guech ma klevent an oferen, hag Hon Tad santel ar Pab Pie X en deuz aliet ivez ar gristenien da gommunia aliez : an aliesa ar gwella ; bemdez zoken m’ar geller.