Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
jeann d’arc.

c’homzou a gasan d’eoc’h a berz Doue, e tisklerian d’eoc’h e skoimp varnoc’h n’euz fors e pe leac’h e viot, hag e raimp eun dismantr ker braz ma n’euz ket guelet kement all mil bloaz so er Frans. Roue an env a roio kement a nerz da verc’hez Domremy, ma ne c’helloc’h ober drouk ebet d’ezhi, na c’houi, nag ho tud ; an dud lazet a verko e pe du e ma ar guir, pe gant roue an env pe ganeoc’h-hu. Guerc’hez Domremy ho ped, c’houi, duk a Vedfort, da vont kuit euz ar Frans gant aon ne vefac’h lazet. Mar plegit d’ezhi, deuit en he c’hompagnunez, hag e veloc’h kaera viktor a zo bet gounezet morse gant kristenien. Livirit ha c’hoant oc’h euz da ober ar peoc’h, e kear Orleans, el leac’h ma vezimp dizale ; anez, bezit sonj mad e kouezo goall zrouk varnoc’h.

« Skrivet d’ar meurz euz ar zizun zantel :

« Dre urz ar verc’hez[1] Iouank. »

+


Pa resevaz ar Zaozon al lizer-ze, ez eaz kement a gounnar ennho m’o doa c’hoant da laza ar zoudard her c’hasaz d’ezho. Ar paour keaz den, Guyenn he hano, a oue prizouniet en despet d’al lezen miret etre an dud savet mad, lezen hag a zifenn ne rafet drouk ebet morse d’eun den hag a gas eul lizer euz eur rum enebourien d’egile.

D’ar merc’her, 7 a viz ebrel, an arme a ioa savet evit sikour Orleans, hag an oll girri ; leun a vevans evit ar gear kelc’het, a ziblasaz euz a Vlois. En dro da Jeann e velet kalz euz ar re vrasa etouez kabitened soudardet Frans :

  1. Evel m’eo bet diskleriet, er gentel genta, Jeann ne oa ket bet er skol ; setu perak e rea eur groaz e traon al lizeri skrivet en he hano.