Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
jeann d’arc.

dosta d’ezhi, mes ma kemeraz Jeann ar c’hezek, ne gemeraz ket ar c’hleze kinniget d’ezhi gant Charles. Menac’h a ieaz, var he lavarou d’ezhi, da iliz Santez Katell e Fierbois ; eno, adren an aoter vraz, e oue kavet eur c’hleze, pemp kroaz varnhan. He Moueziou o doa lavaret d’ezhi : « Ar c’hleze-ze a zougoc’h, ha n’eo ket eun all eo. » He zougen a reaz e guirionez epad pell amzer, mes ne oue morse ruziet gant goad den ; var dachen an emgann, Jeann, e leac’h dic’houina he c’hleze, ne rea nemet sevel he banniel. Ar banniel-ze a verke d’ar zoudardet e pe leac’h skei evit kaout ar gounid, ha Jeann e deuz diskleriet e kare he fanniel daou-ugent guech muioc’h eget he c’hleze.

Ha pa devoue Jeann d’Arc he marc’h brezel, he guiskamant dir, he fanniel, he zud, ar roue a roaz d’ezhi ar pez a c’houlenne pell a ioa : soudardet da ren, soudardet da hencha d’an emgann ; lavaret a reaz d’ezhi : « E Blois e kavoc’h eun arme ; it, ha ra vezo Doue ganeoc’h da zavetei Orleans. »