Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
e poitiers.

emezhi, bennigit-hi oc’h-unan, an dra-ze a vezo kerkoulz. »

Choum a rea eta humbl atao ; he baradoz a ioa, n’eo ket reseo reveransou kaer digant an dud eo, mes ober pedennou hir ha birvidik en ilizou ; eno, kennerzet gant an diou zantez en em ziskoueze d’ezhi, e c’houlenne gant daelou ma vije diverret an amzer m’e doa da joum e Poitiers. Mall e doa da ober labour Doue var dro Orleans, hag ar vall-ze a greske bemdez.

Pa ’z eo guir kuzulerien Poitiers o doa diskleriet e tlie ar roue fiziout e Jeann, Charles ne c’helle mui argila. Distrei a reaz ganthi da Chinon ; ac’hano, ar plac’h iaouank a ieaz da gear Tours evit beza guisket. En amzer-ze, evel m’eo bet diskleriet er bederved kentel, eur guiskamant brezel en doa kalz a dalvoudegez, rak an den a veze goloet he gorf oll, izili hag all, gant dir hag houarn tano ha krenv. An den harnezet mad ne veze ket buan tizet gant ar birou ; e leac’h an den n’en deveze na porpant dir na tok houarn, a veze buan treuzet gant eur zeaz pe eul lans : pe c’hoaz faoutet he benn d’ezhan gant an orz brezel.

Epad ma rea ar goff guiskamant Jeann, tud dournet skanv a vrode evithi eur banniel vraz, banniel eur c’habiten brezel. Ar plac’h iaouank, var urz he Moueziou, a reaz liva var eun tu Hor Zalver Jesus-Christ gant ar c’homzou : Jesus, Maria ; var an tu all e reaz merka skoued rouaned Frans etre daou eal.

Gant ar banniel vraz-se, Jeann a reaz ober evithi eur banniel all biannoc’h ; guelet a reat varnhi skeuden an Annonciation ebken : an eal Gabriel o kinning eul lilien d’ar Verc’hez benniget. Neuze e resevaz digant ar roue kezek evithi hag evit an dud dibabet ganthan evit beilla varnhi ha choum atao da