Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
jeann d’arc.

mont e savete pe er Spagn, pe er Skoss. » Ar beden-ze, klevet gant Doue ebken, ar beden-ze eo a oue diskleriet gant Jeann d’ar roue he-unan.

En despet d’al levenez a ziskouezaz ar roue goude m’en devoue komzet gant ar verc’hez iaouank, en despet d’ar merkou e doa roet e oa e guirionez digaset gant Doue, ar roue ne roaz dioc’htu galloud ebet d’ezhi : aon en doa c’hoaz da veza desevet. Gourc’hemen a reaz da hiniennou euz an dud a lez hag euz an dud a iliz taoler evez mad outhi, hag evit kaout muioc’h a sklerijen, ez eaz ganthi da gaout kuzulerien Poitiers. Er gear-ze eo e oa, d’ar mareze, ar guizieka tud a lezen, ar furra doktored a du gant Charles VI, eno e oa al lez-varn huela.

Epad m’her bleniet varzu ar gear-ze, Jeann a lavaraz : « Gouzout a ran e vezin nec’het eno, mes Doue am zikouro. Deomp ’ta, en han’ Doue ! » Choum a reaz eno eun teir zizun benag, evit respount da c’houlennou an doktored guiziek a oa kuzulerien braz ar roue evit ar Frans a bez.

Goad Jeann a vervaz epad an teir zizun-ze. C’hoant e doa da labourat var an dachen vrezel, lavaret a rea an amzer ma choumaz e Poitiers a ioa amzer gollet, mes ar roue a felle d’ezhan e vefe choumet eno eur pennad. Lakât eur plac’h iaouank e penn eun arme a ioa eun dra euz ar re vrasa, ha gouzout a rea pegement a c’hoarz a vije bet savet divar he goust ma ne oa ar verc’hez iaouank nemet eur gaouiadez. Ha setu perak Jeann a joumaz, en despet d’ezhi, eun nebeudik sizuniou e Poitiers.


————