Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
jeann d’arc.

beza sakret. Gounit a reaz da c'houde eur gurunen din euz an env, rak koundaonet oue d’an tan gant tud hag a ioa dreist pep tra enebourien ar Pab, ha ne c'hellent ket gouzanv beza bet trec’het gant eur plac’hik dister.

Buez Jeann d’Arc a zo bet kemeret atao gant an dud evit eur vuez burzuduz ; he zantelez a zo bet ker brudet ma c’hellet lavaret anezhi ar pez a oue diskleriet guechall euz Judith : « Etouez an oll boblou a glevo hano ac’hanoc’h Doue Israel a vezo meulet abalamour d’eoc’h » ; an Oll-C’halloudeg evelato, evit diskouez e kav mad e defe diskleriet an Iliz eo Jeann eur plac’h santel, a zo plijet ganthan ober miraklou evit merka he galloud. Eun enklask piz a zo bet great var dri euz ar miraklou-ze, ha kement a zo bet lavaret er prosez a zo bet poezet a nevez ha kavet mad gant Kongregasion al Lidou Santel.

Ar mirakl a oue studiet da genta, a zo en em gavet en Orleans er bloaz 1900, en eur gouent leanezed euz a Urz Sant Beneat. Al leanez Theresa euz Sant Augustin, a ioa klanv tri bloaz a ioa gant eur gouli en he stomok (ulcère à l’estomac), ker klanv ma n’e doa mui fizians ebet da barea : edot var nez rei d’ezhi Sakramant an Nouen. Great oue eun naved da Jeann d’Arc evithi, ha setu ma oue guelet, en dervez diveza, ar glanvourez o sevel euz he guele, hag o vont d’an oferen ; dibri a ra da c’houde evel eun den iac’h : pareet eo bet en eun taol kount. Al leanez-se, Marie Kergoat, a zo ganet e Landerne ; es vian e kare kalz Jeann d’Arc, ha dre ma vraseaz, ar garantez-se ne reaz nemed kreski.

An eil burzud en em gavaz er bloaz 1893, e kear vian Faverolles. Ar Sœur Julie Authier de Saint-Norbert, euz Urz Providans Evreux, e doa abaoue he dek vloaz eur gouli en he c’hostez kleiz (ulcère cancéreux au sein), ar