Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
merc’h santel.

kement-se, n’ema ket en ho spered sklerijen an Aotrou Doue ; ar re all, sklerijennet gant ar Spered Santel, a lavar d’ezho a vouez huel : « Deuit ha guelit oberou Doue. Skiant an dud krenv a zo bet trec’het, hag an dud dister a zo bet roet nerz d’ezho. »

Orleans a ioa kerc’het, edo var nez koueza etre daouarn ar Zaozon ; eur vech trec’het ar gear-ze, Charles VII, roue Frans, a ioa kollet. D’ar mare-ze, e Domremy, eur gearik vian hag a ioa ouspenn 70 leo euz a Orleans, eur plac’hik dister ha ne doa ken labour da ober nemet diouall an denved ha pedi Doue, a glevaz mouez ar arc’heal Mikeal, mestr braz an Elez. D’ar verc’h-se, mad da heuil gourc’hemennou Doue ha re an Iliz, an arc’heal a c’hourc’hemennaz evel ma oue lavaret guechall da Judas Machabee : « Kemer ar c’hleze santel-ma, roet gant Doue ; ganthan te a vezo treac’h da enebourien Israel. »

Jeann a reaz da genta skouarn vouzar, ha ne lavaraz ger d’he c’herent nemet pa oue deut meur a vech he Moueziou d’he foulza. Ne c’helle na kredi he-unan, na rei d’ar re all da gredi oa galvet da ren ar brezel ha da gas ar roue yaouank da Reims evit beza sakret. An Doue « a ro nerz d’ar re a zo skuiz, hag a gresk kalon ar re a zo o vont da goueza » a roaz d’ar plac’h-se eb deskadurez kement a furnez, a skiant, a c’houiziegez var an doare da ober brezel, a roas d’ezhi da anaout kement a draou kuzet, ma ne c’hellaz mui den ebet choum eb kredi oa karget gant Doue da zavetei he bro.

Poulzet gant nerz Doue, Jeann, bar he c’halon gant eur feiz birvidik, a visk dillad eur brezeller hag a grog en he armou ; ar c’hleze en he dourn e pign var he marc’h ; sailla ra var an enebourien evel pa nijfe, an treac’h a joum atao ganthi ; ren a ra ar Roue yaouank da Reims evit