Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
jeann d’arc.

Aotrou Doue, e deuz miret an oll vertuziou-ze evel m’int bet miret gant ar zent, an dra-ze a zo bet diskouezet hag anavezet ama, ha brema e c’heller guelet araok lakât guerc’hez Orleans e renk an dud eüruz, ha great en deuz Doue dreizhi burzudou anat. »

Hag hon Tad Santel ar Pab en deuz gourc’hemennet, d’ar 6 a viz genver euz ar bloaz 1904 e vije embannet ar skrid-ma, ha gorroet da c’houde etouez paperiou Kongregasion al Lidou Santel.

Kardinal Cretoni,

Diomède Panici, sekretour.

————
Eil lizer : Jeann d’Arc a blij kement da Zoue m’en deuz pareet dre vurzud ar re a zo en em erbedet outhi gant fizians (1908).

Hano guerc’hez Orleans, brudet hiviziken dre ar bed oll, hag a vezo skrivet dizale etouez hanoiou tud eüruz ar baradoz, a ziskouez peger braz eo galloud Doue, a zibab an dud dister evit diskar an dud gallouduz. Ouzpenn-ze, hano Jeann d’Arc a zo eur rebech evit an dud digalon-ze a ra an neuz da garet ho bro ha ne glaskont atao nemet gounit evitho ho-unan, o tiskar ar vro hag ar relijion.

Ra zeui da zonj d’an dud-ze e rank eur c’hristen labourat ha poania gant nerz-kalon ; n’eo ket ar goazet ebken a rank ober evelse, eur vaouez, ouspenn eur vech, a zo bet kaset gant Doue evit tenna he fobl a boan, ha gounit evelse eur brud dispar. Evel ar vaouez-se euz Sulam a zo hano anezhi er Skritur Zakr, Jeann d’Arc e deuz ive great burzudou er brezel : « E pe leac’h he gueler nemet e kreiz an armeou ? » An dud berrvelet a zo souezet oc’h anaout