Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
jeann d’arc.

velet ha great mad oa bet ar varnedigez kenta. Ar varnedigez-se a oue torret, hag e oue diskleriet e tlie beza henoret Jeann, servicherez santel an Aotrou Doue, a ioa divlam, dioc’h ma lavare an dud oll, nemet unanik benag.

Mes o veza ma kreske bemdez, gant ar bloaveziou, brud he santelez, koulz ha brud ar burzudou a rea Doue dreizhi, dioc’h an doare, tud euz an dibab a skrivaz euz a bep leac’h, mes dreist oll euz ar Frans d’an Tad Santel ar Pab, da c’houlenn ma vefe henoret guerc’hez Orleans. « Evel m’en deuz eur Pab guechall, emezho, diskleriet eo bet guerc’hez Orleans eur verc’h leun a zantelez, an hini a zo brema var Gador Sant Per a dle aotrea ar gristenien da renta d’ezhi an henoriou a vez rentet d’ar zent. »

Kalz testeniou a oue goulennet ha dastumet en eskoptiou Orleans, Verdun ha Sant-Die, kaset ouent da Gongregasion al Lidou Santel (Rites), hag ar Pab Leon XIII, an den santel, a aotreaz d’ar 27 a viz genver 1894, ma vefe digoret al labour evit lakât guerc’hez Orleans e renk ar zentezed.

Al labour a oue boulc’het gant ar Gardinaled, an eskibien hervez reizou Roum, ha goude ma oue bet kavet mad al labour kenta gant ar Pab, e oue goulennet : « Daoust ha miret e deuz servicherez santel Doue an oll vertuziou kristen evel ma vezont miret gant ar zent, ha gant ar zent ebken. »

Hano e oue euz ar vertuziou-ze dirak Kongregasion al Lidou Santel, en dro genta e lez ar C’hardinal Lucido Mari Parocchi, d’ar 16 a viz genver euz ar bloaz 1901 ; d’an eil tro, e lez ar Vatikan, d’ar 16 a viz ebrel euz ar bloaz nevez tremenet (1903) ; erfin er memez lez, dirak oll dud ar Gongregasion, hag Hon Tad Santel ar Pab gantho, d’ar 15 a viz kerzu euz ar memez bloavez. Eno, dirak an oll, ar