Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
merc’h santel.

a reaz d’ezhi, erfin, armou ha tud a vrezel d’he diouall ha d’he difenn, hed he beach, betek lez ar roue.

Pa oue ar plac’h santel dirak Charles VII, ha p’e devoue diskleriet d’ezhan traou kuzet ouz an oll, traou ha ne c’hellent beza anavezet nemet ganthan ebken, e lakeaz anezhi e penn he zoudardet, hag e reaz d’ezhi mont da Orleans.

Eat e kear Jeann a drec’haz an enebourien ker buan ha tra, pilat a reaz, hini hag hini, an oll kestell a gelc’he kear, kestell braz ha kestell bian, ha sevel a reaz he banniel var ar mogeriou. Ober a reaz kement all en oll geariou kloz a ioa var dro Orleans, ha da c’houde, e c’hellaz ober d’ar roue lezirek loc’h evit mont da Reims, ha reseo he gurunen.

Goude beza great, guelloc’h eget eur goaz, al labour en doa fiziet Doue ennhi, e resevaz gant ar brasa nerz kalon ar c’hroaziou a roaz d’ezhi justis an dud da zougen.

Kemeret oue gant ar Bourguignouniz e kichen kear Compiegn, hag ar re-ma a oue digalon aoualc’h evit he guerza d’a Zaozon o doa sonj ober d’ezhi gouzanv ar c’hrisa maro. Kaset e oue da Rouen, stlejet dirak al lez-varn ; an oll rebechou, nemet unan, a oue great d’ezhi, ne oue morse tamallet da veza great an disterra tra eneb ar guerc’hdet kristen. Barnerien guerzet eo a renaz ar prosez, a zougaz ar zetans ; ar verc’hez divlam a oue barnet d’an tan. Divoaska reaz he foan gant nerz kalon, mervel a reaz d’an 30 a viz mae 1431, he daoulagad savet var Kroaz Hor Zalver, pedennou birvidik var he muzellou ; goude beza goulennet, digant ar boblad tud a ioa eno, pardon evit ar re a rea d’ezhi mervel.

Pevar bloaz var ’n ugent goude he maro, ar Pab Callixte III a gargaz eskop Reims hag eun nebeut re all da