Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
jeann d’arc.

Beauper. — Daoust ha n’oc’h euz ket lavaret dirak Orleans ne vije tizet hini ebet euz ho tud gant ar birou hag ar bouliji, ha ne vije paket nemedoc’h ?

Jeann. — Nan ? zur ; eur c’hant benag euz va zoudardet a oue gouliet eno. N’em euz lavaret d’am zud nemet eun dra : kear a vezo digelc’het.

Beauper. — Gouzout a reac’h e tliac’h beza gouliet ?

Jeann. — Her gouzout a rean, rak va Moueziou o doa hel lavaret d’hin, hen diskleriet em boa d’ar roue. Pareet oun bet dindan pemzek devez eb paouez da bignat var varc’h, ha d’en em ganna.

En devez kenta a viz meurz e oue guelet eiz barner hag hanterkant en dro da eskop Beauvais e kampr vraz kastell ar roue Saoz e Rouen. Jeann d’Arc a ioa dirazo evit ar bemped guech. En dro-ma, Cauchon a c’houlennaz teir guech diganthi toui evel m’en doa c’hoant, da lavaret eo, e respountfe var eün d’an oll goulennou, mes Jeann a douaz evel araok, ha netra ken.

Goude ma oue great da Jeann komz divar benn he banniel, e oue goulennet diganthi : « Daoust ha kaout a ra d’eoc’h ec’h en em gavo drouk gant ar Zaozon ?

Jeann. — Araok seiz vloaz, ar Zaozon a gollo brasoc’h herrez eget kear Orleans. Koll a raint ar Frans a bez, ha Doue a roio ar gounid d’ar Fransizien.

Beauper.Penaoz e c’houzoc’h-hu kement-se ?

Jeann. — Doue en deuz hen diskleriet d’in, hag e vefen glac’haret braz ma ne deufe ket an dra-ze da vir en amzer ze. »

(Nebeutoc’h eget seiz vloaz da c’houde, er bloaz 1436, ar Zaozon a golle Paris ; nebeut amzer goude, o doa kollet ar vro a bez.)

Beauper. — Piou a lavar an traou-ze d’eoc’h ?