Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
jeann d’arc.

Beauper. — Piou oc’h euz guelet da genta ?

Jeann. — Sant Mikeal hag elez ar baradoz ?

Beauper. — Hag ho guelet oc’h euz e guirionez ?

Jeann. — Koulz ha m’ho kuelan ; pa ’z eant kuit, e skuillen daelou, hag e c’houlennen mont gantho.

Beauper. — Petra lavaraz Sant Mikeal d’eoc’h en dro genta ?

Jeann. — Ne c’houezoc’h ket an dra-ze hirio.

Beauper. — Daoust ha var urz Doue eo oc’h euz douget eur guiskamant goaz ?

Jeann. — Ar guiskamant a ra nebeut a dra. N’eo ket eun den eo en deuz great d’in he viska, rak n’em euz great netra nemet var ger Doue.

Beauper. — Kaout a ra d’eoc’h oc’h euz great mad o kemeret ar guiskamant-se ?

Jeann. — Kredi a ran em euz great mad, ken aliez guech ha m’em euz sentet ouz Hor Zalver.

Beauper. — Kalz sklerijen a zo pa glevit ho moueziou ?

Jeann goapaüz. — Ia, kalz sklerijen a zo, evel m’eo deread. Ar sklerijen ne bar ket oll evidoc’h-hu, mestr.

Neuze e oue goulennet meur a dra divar benn ar roue, mes hi a lavaraz eur vech : « Ne c’houzon dare, » eur vech all : « Ne livirin ket an dra-ze d’eoc’h er bloa-ma. » Goudeze, e oue great d’ezhi goulennou divar benn he c’hleze kavet en iliz Santez Katell e Fierbois.

Beauper. — Pe ho kleze, pe ho panniel a garac’h ar muia ?

Jeann. — Douget e oan d’am banniel daou ugent guech muioc’h eget d’am c’hleze. Pa ’z ean d’an emgann, e krogen em banniel evit miret na skuilfen goad, rak evit guir n’em euz morse lazet den.