Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
jeann d’arc.

Jeann. — Roit d’in amzer da c’houlenn kuzul digant ar Vouez, ha goude me respounto d’eoc’h ?

Beauper. — Respountit dioc’htu.

Jeann. — N’her grin ket ; ar Vouez a c’hell difenn ouzin rei respount.

Beauper. — Ar Vouez a gomz ouzoc’h dioc’h ma livirit, daoust ha bez’ e deuz drem ha daoulagad ?

Jeann. — Ne livirin ket d’eoc’h an dra-ze ken nebeut. Ar vugale vian a zo boaz da lavaret e vez avechou krouget an dud divar bouez ho zeod.

Beauper. — Daoust ha ne c’helfac’h ket ober d’ar Vouez kelenn ar roue var gement tra a zell outhan ?

Jeann. — Mar deo bolontez Doue, ia. Ne rin netra eb gras Doue.

Beauper. — Gouzout a rit ha bez’e maoc’h egras Doue ?

Var ar ger-ze, unan euz ar varnerien a ziskleriaz ne oa ket red da Jeann respount d’ar goulenn-ze, mes eskop Beauvais a lavaraz d’ezhan krak ha berr : « Roit peoc’h, c’houi. »

Neuze an eskop a c’houlennaz digant ar verc’hez iaouank : « Ha bez’ e maoc’h e gras Doue ? » Jeann a reaz d’ezhan unan euz ar c’haera responchou a zo kouezet divar muzellou eun den er bed-ma : « Ma n’e maoun ket e stad a c’hras, Doue d’am lakât ennhan ; m’e maoun ebarz, Doue d’her miret d’in. Kaloun ebet ne ve ken ankeniet ha va hini ma c’houffen a berz mad n’e maoun ket e gras Doue ; mes ma vijen bet e stad a bec’hed, ne gredan ket en defe Doue digaset he zentezed d’am c’helenn. »

Goude e oue great da Jeann komz a nevez divar benn Domremy ha kalz traou all. Evit achui e oue goulennet diganthi ha laouen e vefe o kemeret en dro dillad maouez :