Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
hag ar prosez.

Jeann. — He c’hlevet am euz deac’h hag hirio.

Beauper. — Da bed heur deac’h ?

Jeann. — Teir guech deac’h : dioc’h ar mintin, abred kaer ; da vare ar gousperou ; d’an Angelus dioc’h an noz.

Beauper. — Petra reac’h, deac’h vintin, p’oc’h euz klevet ar vouez ?

Jeann. — Kousket oann, setu m’oun bet dihunet ganthi.

Beauper. — Ejet e deuz ac’hanoc’h d’ho tihuna ?

Jeann. — Nan.

Beauper. — En ho kampr e oa ar vouez ?

Jeann. — Nan, mes er c’hastell e oa.

Beauper. — Trugarekeat oc’h euz anezhi ? Eat oc’h var pennou ho taoulin ?

Jeann. — Var va daoulin n’oun ket eat, mes trugarekeat em euz anezhi, ha goulennet em euz skoazel.

Beauper. — Petra e deuz lavaret d’eoc’h ?

Jeann. — Respount d’eoc’h eb aon, rak sikour am bezo digant Doue.

Neuze Jeann a droaz varzu eskop Beauvais, azezet e kreiz al lez varn, hag a lavaraz d’ezhan : « C’houi a lavar ez oc’h va barner. Eskop oc’h, taolit evez var ar pez a reoc’h, rak me zo deut a berz Doue, ha c’houi en em laka e riskl braz. »

Beauper. — Ho Mouez, ha dont a ra a berz Doue ?

Jeann. — Ia, ha dre e urz.

Beauper. — Ar vouez-se, ha difennet e deuz ouzoc’h respount d’an oll goulennou ?

Jeann. — Ne respountin ket d’eoc’h var gement-se. Diskleriet euz bet d’in traou divar benn ar roue ; n’ho livirin ket d’eoc’h.

Beauper. — Difenn oc’h euz eta ?