Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
jeann d’arc.

ne ieaz ket ken nebeut. Pa velaz e oa eat an oll Zaozon da Veung e redaz da Veaugency, hag e kelc’haz ar c’hastell krenv. Gouarner Saoz kear en doa guelet var an deiz he genvroïz o tostât, ha laouen oa bet eur pennad ; mes pa velaz ar zoudardet, e leac’h dont betek ennhan, o tec’het varzu Meung, e kredaz o doa ar Zaozon kilet dirak ar Fransizien, hag e oue nec’het. Sonjal a rea : « Re nebeut a zoudardet am euz evit enebi oc’h Jeann hag he brezellerien epad pell amzer ; ar re-ze c’houezet gant an ourgouill abaoue m’o deuz diskaret kestell Orleans, a zaillo var va zud evel bleizi kounnaret. Mac’h enebomp, eleiz euz va zoudardet a vezo glazet pe lazet, ar re all prizouniet. Guella zo, eo sina ar peoc’h gantho. » En em glevet a reaz eta gant Jeann ; an diviz etrezho a badaz betek hanternoz, mes neuze an emgleo a oue great : ar zoudardet saoz a c’helje tec’het euz Beaugency gant ho c’hezek hag ho armou, eb drouk ebet a berz ar Fransizien. Pa c’houlaouaz an deiz ne joume Saoz ebet e kear. E Beaugency koulz hag e Jarjeau, Jeann a lakeaz soudardet da ziouall ar c’hastell, hag a redaz buhan da Veung a ioa diou leo ac’hano.

E Meung, ar Zaozon a rea ho zonj da gemeret dre nerz pount al Loire, pa oue lavaret d’ezho oa trec’het Saozon Beaugency. Neuze e leac’h choum e Meung, ar vistri Saoz a skoaz varzu Paris ; eno, dioc’h ma sonjent, o dije kavet sikour. Eb dastum kement a ioa d’ezho, ar Zaozon oll a zilezaz Meung, hag a dec’haz gant hast, guir eo, mes gant urz evelato, varzu Patay.

P’en em gavaz Jeann hag he zud e Meung, ne gavjont soudard ebet evit enebi outho. Neuze ar c’habitened a joumaz nec’het eur pennad : mistri oant var an oll keariou azezet var ribl ar ster braz al Loire. Gounezet ar c’heariou-ze gantho, e lavarjont : « Petra raimp brema ? ehana pe la-