Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
jeann d’arc.

soudardet Frans a dostea gant eun arme all. Ar c’homt-se, kaseat gant mignoun ar roue, ar c’homt de la Tremouill, a ioa difenn a berz ar roue d’he reseo etouez ar Fransizien, setu perak pennou ar vistri a ioa tenval.

Jeann, eal a beoc’h deut evit diskar ar Zaozon ha sevel ar Fransizien, Jeann eo a zirouestlaz ar guden. Lavaret a reaz d’an duk a Alanson, da Zunois ha d’ar re all : « Pa zeo guir de Richemont a deu evit hor zikour, a berz Doue e teu ; roomp digemer d’ezhan, rak panefe-ze e c’helfemp koll gant ar Zaozon. Hon enebourien a c’hoar choum unanet, perak ne rafemp-ni ket eveldo ? Ober a raimp da Richemont toui var he le e servicho Charles VII gant lealdet, ha me ro va ger d’eoc’h e vezo kavet mad kement-se gant ar roue he-unan. » Ar vistri all a blegaz, de Richemont a reaz le da zervicha Charles, hag he Vreiziz, daouzek kant anezho, a oue digemeret etouez ar Fransizien.

Jeann a oue laouen pa velaz Breiziz o labourat, goall daoliou a skoent var ar Zaozon. An arme a deue da gennerza ar Zaozon a ioa renet gant ar c’habiten Falstoff, den fur ha brudet braz ; pemp mil den a ioa ganthan. Pa oue unanet he dud gant soudardet Talbot, e oue kuzul braz etre ar vistri Saoz. Falstoff a lavare : « Eur pennad a zo, hon armeou ne reont nemet koll atao, ha setu perak hor zoudardet a zo hirio digalon. E leac’h en em ganna, gortozomp ; roomp amzer da roue Bro-Zaoz da zigas d’eomp soudardet all evit ma c’hellimp kaout an treac’h evel guechall. » Talbot a respountaz : « Skuiz omp o koll atao, ma tec’homp hirio dirak ar Fransizien eb en em ganna, ar rema o devezo muioc’h a hardizegez, muioc’h a orgouill hag hor zoudardet d’eomp-ni ne gredint mui sevel ho fenn gant ar vez. Kalz omp, en em gannomp ; ma c’hounezomp hirio, e ma goalc’het