Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
en hent.

gear. » Hag evit guir, n’en em gavaz drouk ebet gant an duk a Alanson keit ha ma oue o vrezelekât gant Jeann.

Guerc’hez Orleans a ziblasaz gant ar zoudardet kenta. Roet e oue d’ezhi eur marc’h du leun a vuez hag a dan, mes ar zoudardet ne c’hellent ket ober d’ezhan choum reiz epad ma savje Jeann varnhan. Hi neuze, sklerijennet gant Doue, a lavaraz d’ezho : « Kasit hen e kichen ar groaz. » Dirak an iliz e oa eur groaz var an hent. Kerkent ha ma oue renet ar marc’h e kichen ar groaz-se, e oue reiz evel eun oan. An dud a oue souezet-maro hag a grede e oa kement-se eur mirakl. Eur vech var varc’h, Jeann a lavaraz d’ar veleien a ioa eno : « C’houi, tud a iliz, grit prosesionou ha pedennou. »

Neuze, e troaz varzu ar zoudardet. « Var araok ! var araok ! » emezhi. Ha setu an oll en hent.

Jeann a ieaz da genta da Orleans, eno e renkaz an oll brezellerien a iea ganthi d’an emgann. Eun eiz mil benag a ioa anezho, renet oant gant an duk a Alanson, Dunois, Lahir, de Gaucourt. Eun dudi oa evit Orleaniz kaout Jeann en ho c’hear, mes ne joumaz eno nemeur, mall e doa da vont d’ar stourmad. Mont a reaz da genta da Jarjeau, eur gear vian hag a zo pemp leo hueloc’h eget Orleans var al Loire ; ar Zaozon a ioa renet eno gant Suffolk, eur c’habiten brudet braz. P’en em gavaz ar Fransizien dirak kear, e savaz beac’h etre ar pennou braz. Lod a lavare : « N’euz fors peger krenv eo ar mogeriou, kear a vezo d’eomp, rak Jeann a zo ganeomp. » Lod all a zisklerie en eur heja ho fenn : « Kear a zo re grenv e bevans hag e tud, he gouarner Suffolk a zo eun den a galon, ne vezimp biken treac’h ; guell’ on euz da ober eo mont kuit dioc’htu. » Goad Jeann a vervaz pa glevaz kement-se : « N’o pezet aon ebet razo, ha skoit