Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
jeann d’arc.

Mar kar ar roue, emezhi, e livirin. — Ia, eme Jarles, livirit an dra-ze d’eomp. » Neuze Jeann a gomzaz evel hen : « Pa ’m euz re a boan, o veza ma ne greder ket an traou a zisklerian a berz Doue, ez an a gostez da bedi, hag e c’houlennan digant an Aotrou Doue perak n’am c’hreder ket. Varlec’h va feden e klevan eur vouez o lavaret d’in : Merc’h Doue, kea ! kea ! kea ! Me da zikouro. Kea ! ha pa glevan ar vouez-se, va ene a zo bar gant al levenez, hag e karfenn choum atao er stad-se. » Ha dre ma komze Jeann, he bizach a deue da veza sklerijennet, ar roue hag he guzulerien a vele ervad e kleve e guirionez Moueziou euz ar bed all.

Divar an devez-se, kuzulerien ar roue iaouank ne gredjont mui enebi a grenn. Evit miret evelato n’ez afet re vuan da Reims, e leverjont d’ar verc’hez iaouank : « Epad ma savimp soudardet nevez evit ma c’hello mont gant henor ar roue da Reims, c’houi, gant soudardet Orleans, a ziskaro ar Zaozon a zo choumet gantho teir gear vian var ribl al Loire : Beaugency, Meung ha Jarjeau. Kas a reoc’h an enebourien euz an tri gastell krenv-ze, ha goude, ni a c’hello kerzet dizoursi varzu Reims. » Jeann a asantaz laouen ; labour a roet d’ezhi.

Ar roue a lakeaz an duk a Alanson a ioa kenderv d’ezhan e penn an arme, mes lavaret a reaz dezhan : « Jeann evelato e devezo galloud varnoc’h ; ne reoc’h netra nemet var he ali. » Pried an duk a Alanson a deuaz neuze da gaout guerc’hez Orleans : « Jeannett, emezhi, aon am euz evit an duk. Ema o paouez dont er meaz euz a brizouniou ar Zaozon, ha paea em euz ranket ker ker evit he gaout ma z’oun rivinet. Guell e vefe ganen he velet o choum er gear breman. — Itroun, eme Jeann, n’o pezet aon ebet. Ho pried a zistroio iac’h d’ar