Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/74

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


   Ha en-hê ’zo tri’houec’h itron,
’Zo groage d’id, Francès Simon !

   M’ho defoa roët peb a scoed,
Itron Keriann a ro daouzec ;

   Itron Keriann a ro daouzec,
Evit n’hen dije drouc a-bed.

   Ann aotro Keriann a lâre
Da Francès Simon, eno neze :

   — Francès Simon, deus al lec’h-se,
Te na vi ket crouget fete ;

   Te na vi ket crouget fete,
Te teus doganet coulz ha me !


Canet gant Jannet Ann Taho,
euz a Donquédec, miz Kerzu, 1868.


____________



PELERIN SANTÈS ANNA.
____


En Santès Anna, me ’zo bet
O c’houlenn ar maro d’am groeg,
Ma groegic, ma groegic, ma groecic.

Itron Santès Anna, me ho ped,
Da rei ar maro d’am groeg,
’Zo clanvic (ter)

Pa wele n’ varwe ket he vroeg,
Ti ar person hen a zo bet,
Coz c’haillon (ter)

Otro ar person, me ho ped,
Da digas ar maro d’am groeg.
’Zo clanvic (ter)

Pa wele n’ varwe ket he vroeg,
Ti ar regester hen ’zo bet,
Coz c’haillon (ter)