Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


   — Lâret zo d’ac’h, Francès Simon,
Donet da gomz gant ann Itron ;

   Lezel ho milinn d’vont en-dro,
Mar be toret, paeet a vô.

   Francès Simon a lavare,
Bars en Keriann pa arrue :

   — Na debonjour ha joa, Itron,
Petra a-vad lâr ho calon ?

   — Ma c’halon ’zo joaüs ha gè,
P’ho cuelan, Francès, war ’r bale ;

   Comerret scabel, azeet,
Tostat d’ann tan, hac a tomfet ;

   Tostat d’ann tan, hac a tomfet ;
Setu aman gwinn mad, evet.


IV


   Ann aotro Keriann a lâre,
Eun dez, er gêr pa arrue :

   — Petra a-nevez ’zo em zi,
Na deu den da digori d’in ?

   Ma baronès pelec’h eo êt,
Pa na deu d’am digomerret ?

   Ar vatès vihan a lâras
D’am aotro Keriann, p’hen clewas :

   — Eman duhont, etal ann tan,
O tomma he mabic bihan ;

   Melenn he vleo, glaz he lagad,
Francès Simon zo d’ehan tad.

   — Francès Simon pelec’h eman,
Mar n’eman er vilinn, o valan ?

   Ar vatès vihan a lâras
D’ann aotro Keriann, p’hen clewas :

   — ’Man duhont, war chausal ar stanc,
O chaseal eun einic coant ;

   O chaseal eun ein cudon.
A deus c’hoantaët ann Itron.