Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


II


   Ann Itron Keriann a Iâre
D’he matès vihan, eun dez oe :

   — Dija a zo pevarzec miz
M’ê êt ann aotro da Baris ;

   Ha ’benn ma arruo er gêr,
Hen a vô sur a heritier ;

   Melenn he vleo, glaz he lagad,
Francès Simon ’zo d’ehan tad.


III


   Ann Itron Keriann a lâre
D’he matès vihan, eun dez oe :

   — Kerz d’ar vilinn, ha kerz buhan,
Ha lâres da Francès Simon ;

   Ha lares da Francès Simon
Donet da gomz gant ann itron.

   Ar vatès vihan a lâre,
’Bars ar vilinn pa arrue :

   — Lâret zo d’ac’h, Francès Simon,
Donet da gomz gant ann Itron.

   — Na allan ket monet breman,
Eman ma milinn o valan ;

   Eman ma milinn o valan,
Dija ê prest da divouedan.

   Ar vatès vihan a lâre
Er gêr, d’ann Itron, p’arrue :

   — Na c’hall ket donet, ’wit breman,
Eman he vilinn o valan ;

   Eman he vilinn o valan,
Dija ê prest da divouedan.

   — Kerz d’ar vilinn, ha kerz buhan,
Ha lavar da Francès Simon

   Lezel he vilinn d’vont en-dro,
Mar be toret, paeet a vô.

   Ar vatès vihan a lare,
Bars ar vilinn pa arrue :