Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/66

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —


   Pa oan arru ’n ti ar c’hure, contet ma rèzon ganin,
En eur ober goabr ac’hanon, ar c’hure a lavar din :

   — « Na petra? mab-gast, glaourennec, na mar ’man la vroeg en poan,
Na eo ket da glasc bêleien a oa dit-te dont, dogan ! »

   Ha me o vont d’ar gêr neuze, cazi ’vel eun den follet,
cregi en eur picol baz, en aviz pilad ma groeg.

   Mes pa oan o vont d’hi filad, tigwezas he zad, he mamm :
— « Petra ! emezhe, den barbar, ha na teus ket a estlam ?

   Petra ! emezhe, den barbar, ha na teus ket a estlam ?
Ha n’as-pe ket grêt ar bugel, euz hen genel hi deus poan !


____________



FRANCÈS SIMON.
____


I


   Ann aotro Keriann hen eus grêt
Ar pez na raje den a-bed:
      Oh ! gué la violette !
      Cinquante six, six francs par an,
      La violette oh ! gué aman !

   Ann aotro Keriann, a Leon,
’N eus grêt ober eur gambr leton ;

   ’N eus grêt ober eur gambr leton,
Da vired he vroeg euz Simon.

   Coulz vije d’ehan n’hen dije,
Hi c’havet a rei coulzgoude ;

   Hi c’havet a rei coulzgoude,
’N eur gambric, en penn ann ale.