Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


ANN DOGANED.
____


   Naontec dogan ha pevar-ugent
’Zo em rancontret ’n eur c’hroaz-hent.

   Ma lere ’n eil d’guile ’nhe:
— Te ’zo dogan, me ’zo ive.

   Tric’huec’h gwalennad lien moan
’C’h a d’ober bonet d’eun dogan ;

   Ha c’hoas a lâr ann dogan kès
He vonet na ’n ê ket grêt ês ;

   He vonet na ’n ket grêt ês,
He gorn-braz a chore c’hoaz emès ;

   Ha c’hoaz a lar ann dogan braz :
Ma c’hernio, ’mezhan, gresco c’hoaz.

   Ma groeg Jannedic a zo coant,
A c’hone d’in calz a arc’hant ;

   Eur scoet bemde, ha daou, d’ar zul,
A ra eiz scoet epad ar zûn.

   Gwech-all, aroc ma oan dogan,
N’am boa tam bara ’bed d’am c’hoan ;

   Brema, me ’m eus, ha rouz ha gwenn,
Ha dougen kernio war ma fenn.

   M’am be kenliès a vuc’h lès
Hac a dogan ’zo war ar mès,

   Me roje crampous ha lès-tro
D’ann hol doganed ’zo er vro.


Marie-Jeanne Cun, Planiel, 1888.


_____________