Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SANT KEUNEUDEN.
____


Et ê ma goaz d’ann hostèlèri,
Ha ma lest ma c’hunan en ti.
Pa deuio d’ar gêr, ’vo en coler,
Carget he gorf a laudevi.

Ha c’hoas am euz couraj da gana :
Manturlu, manturlu, manturlura !
   Ha, ha, manturlurette !
Et roulon la, manturlura !

— Avis c’houllan ouac’h, commer Jannet ;
Para rin d’ar c’hoz totillon,
’N eus brewet d’in ma hol izili,
Divandennet ma c’hotillon ?

Ha c’hoas am oes couraj da gana.....

— Dastumet-han ha cherisset-han,
Paket-han tomm en he vuele,
Kemerret gant-han corden ganab,
Garottet-han, on daou goste.

Ha neuze pô couraj da gana.....

Kemerret ganthan stripen fagot,
Ha roët d’han a dreuz he gorf,
Ken a gommanso ’r c’hoz totillon
Abouez he benn da grial forz.

Ha neuze pô couraj da gana.....

Entrezoc’h, groage, re neus ezec’h,
Hac a gar lipad eur weren,
Gret d’hê ’vel am eus grêt d’am hini :
Gwestlet ’nhê da Sant Keuneuden.


Groég Mao, Planiel.


_____________