Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/50

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



GROEG ANN NÉER STOUP[1]
____


         Ma fried ’zo neer stoup,
         Me hen carje euz ar groug,
         Incardet he vouëllo
         War vego ma incardo !
Hola, ho ! ho, ho, ho ! oh, la, la !

      Iannic a lavare
Da Jannedic, deuz ar beure :

   — Gwech-all, te oa Mamzel-an-neud,
Breman, te ’zo Mamzel-neubeud.

   — Tawet, Iannic, et da gousked,
Me rei ar pez n’am eus ket grêt ;

   Me allumo ma boujienn,
A neo out-hi ma c’hudenn.

   — Hennès ’zo dit eun diare :
Te renco labourad en dez,

   Peautramamt am bô divit
Muioc’h a goll ’get a brofit.

   Ann dewarlerc’h, ha beure mad,
Crog n’ he c’helliel, da labourad :

   Arriout he c’hommer neuze,
(Unan bennac a ve bemde) :

   — Terrupl, emei, oc’h beure mad
Crog ’n ho kelliel, da labourad !

   — Na vet ket estonet ouz-ze,
Oblijet-on gant ann den-ze.

  1. Une autre variante commence ainsi:

       Me ’m eus eun den en Louargat,
    Na oar na arad na charread ;

       Bemdez pa arri ’bars an ti,
    C’houlenn ma dewez digan-in.