Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/48

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —


ANN TIAD BUGALE
____


   Me ’zo dimezet da unan,
      Spiritum sanctum
      Dominum nostrum !
   Me ’zo dimezet da unan
   Na ê re vraz na re vihan.

   Pa lâran d’ei ober netra,
’Z ia kichen ann tan da domma.

   Deuz kichen ann tan d’he guele,
Hac a lavar d’in mont ive.

   Ha me ’zo bet ken zod hac hi,
O vont d’ar guele da vêt-hi.

   Pemp war ar banc a vugale,
Ha pemp all ebars ar guele ;

   Ha pemp all ebars ar guele,
Pez a ra dec a vugale ;

   Ha dec all ’zo êt gant Doue,
Rafe ugent a vugale.

   Ann tad n’eo met ugent vloa c’hoaz,
Hac ar vamm n’eo met naontec vloaz,


____________