Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 334 -


   Pa oa gant ann hent o vonet
Hi o rancontr ann Drouc-Spered :
   — « Tec’h alec’h-se, teod milliget,
Teus war ann douar ma zentet !
   « Daoust ha, loën fall, fellfe dit-te
Trec’hi war ma mab ’bars ann env !…


Anna Drutot. Pédernec.


____________



PATER AR GOULMIC WENN
____


Me ’m boa gwelet eur goulmic wenn
   O tremen a uz d’am penn,
Ha ganthi ’n he beg eur rozenn,
   Euz a jardin ar Vadalen.
Ha me o c’houlenn diganthi
   Pelec’h ec’h ê da repozi.
Hi o lavaret d’in ’velhenn :
   « ’Lec’h e-man Pezr, ha Pôl, ha Mari Madelen,
Tri o scriva, pewar o lenn,
Ter gwerc’hès oc’h enaoui golô
’Lec’h ma laromp hon fedenno.
   Pater noster crucifi !
Da Jezus-Christ en Angeli,
Caëra mabic a zo er bed
Zo war ar groaz crucifiet,
Lavaromp oll, bihan ha braz :
   Deo gratias !


____________


Une variante de la même prière, dit :

Me ’m boa gwelet eur goulmic wenn
   Em c’hever o tiskenn ;
Me o c’houlenn diout-hi
   Pelec’h ec’h ê da repozi.
Peder gwerc’hès oc’h enaoui golô,
D’imp da laret hon fedennô.