Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TE DEUM BADEZIANT
____


   Te Deum laudamus
Canomp meulodi da Jezus,
Ha d’he vamm, ar Werc’hès santel,
Rouanès ar bed universel !

P’antre ar bugel en ilis,
Ar Barados a rejouis.
Pa ia war he benn ann hole,
A canont holl, Zent hag Ele,
Pa lâr ar bêlec ar c’homjo,
Pêron ha mêron ar c’hredo ;
« Doue, Doue vezo meulet !
« Setu hon fillor badezet ! »

Ar wreg a zo war he guele,
Ha, mar be en doujans Doue,
Pa glewo ar c’hleïer o sôn,
Ec’h ei eur joa vraz ’n he c’halon :
« Doue, Doue vezo meulet !
« Setu ma bugel badezet ! »

Ar Werc’hès Vari a c’houlle
Euz he mab unic ha neuze :
« Salud, ma mab, Salwer ar bed,
« Me ê ar vamm ’n eus ho caret,
« Hac e poa d’in-me lavaret
« N’am refusjac’h a vann a-bed.
« Breman, c’hui zeu d’am refus crenn
« Ar pardon ’wit ar bec’herrien.
— « Zellet, ma mamm, ma goulio,
« Offanset gant ho fec’hejo !
— « Pardon ewit ar bec’herrienn !
« Ober a refont pinijen.
— « Ma mamm, pardônet a vefont ;
« Ober pinijenn a renqfont.
— « Me a ia gant ann hent, war draou,
« D’annon d’ar pec’her ar c’hêlaou… »