Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/344

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 328 -


AR PERSON
A LARAS EUN OFFERN SERVIJET GANT HON
ZALWER J. C.
____


   Selaouit eun exempl ’zo gwirion,
’Zo arruët en ti eur person,
Pehini ’n eus bet ann enor
Da leïna gant hon Redemptor.

   Ar person ’zo eun den santel,
Mad d’ar paour, devot d’hon Salwer.
Eun dez hec’h eas da offerinia,
Na gave den d’hen servija.

   Ar c’hloc’h a sone aliès,
Med na deue den d’an ilis.
Eur paour neuze em bresantas,
D’hen servijan a em offras.

   Touan a eure d’ann daoulinn,
Da zaludin hon mestr divinn ;
Stouan eure dirac ann aoter,
Da renta graçou d’hon Salwer.

   Pa oa ann offern celebret,
Gant ar paour a oa servijet ;
Pedi a eure anehan
Da dijunian, da leïnan :

   — Deut da dijunian, da leïnan,
Ewit ho poan d’am servijan.
Ar plac’h hec’heas en coler,
Pa welas ar paour gant he breur,

   Hac a lavaras d’ar person :
— Pebeus compagnon polisson !
Pebeus compagnon polisson
A ’zo euz da heuill te, haillon ! »

   — Tavet, ma c’hoar, na lâret ger,
Heman hen deus ma servijet,